Plaver (nijerez)

plaver
klasad nijerezioù
Iskevrennad eusfixed-wing aircraft, unpowered aircraft Kemmañ
Implijgliding Kemmañ
Military designationVL, VG Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from gliders Kemmañ

Ur plaver a vez graet eus un nijerez gant divaskell stag hag a implij nerzh ar reaktadur etre an aer ha gorre an nijerez evit fiñval en un nij dieub ha n'eo ket gant nerzh ur c'heflusker. Darn eus ar plaverioù n'int ket savet gant ur c'heflusker, memes ma vez ul lod anezho, ar plaverioù-kefluskek, hag a zo dafaret gant kefluskerioù bihan evit reiñ an tu dezho da gaout un hent hiroc'h. E-leizh a zoareoù plaverioù a vez kavet hervez an doare ma'z eo bet savet an askellioù, an efedusted aerodinamek, lec'hiadur ar sturier, an doare sturiañ hag ar gefridi a vez gant ar plaver. An darn vrasañ anezho a implij darvoudennoù meteorologel evit kenderc'hel da nijal. Ar plaverioù a vez implijet dreist-holl evit sportoù aer pe evit plavañ evel dudi. Lod nijerezioù egorel a zo bet savet evit diskenn evel ma ra ar plaverioù hag a-raok e oa bet implijet ar plaverioù evel karbedoù-kas dreist-holl e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kavout a reer ivez stummoù heñvel pe damheñvel ouzh c'hoarioù hag ar re-se a c'hell bezañ savet evel ar c'hirri-nij paper.


Developed by StudentB